Gdynia

Porzh-bageal Gdynia
Red Bull Air Race Gdynia - 2014

Gdynia (Gdiniô e kachoubeg, Gdingen en alamaneg) zo ur porzh e Polonia, war ribl ar Mor Baltel, e-kichen Gdansk ha Sopot. Mont a ra an teir c’hêr-se, a-gevret, d’ober an tolpad-kêrioù anvet Trójmiasto.

Eus an XIIIvet kantved eo ar meneg kentañ eus Gdynia. War-lerc’h ma voe rannet Polonia e 1772, e oa Gdynia e Prusia. Abaoe Feur-emglev Versailhez (1919) emañ e Polonia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search